Amzer (yezhadur)

Amzerioù yezhadurel
AMZER-DREMENET
Strizh
Amstrizh
Amdremened
Peurdremened
Tremened kent
Tremened adkevrennek
Tremened tostañ
Tremened pellañ
Amzer-dec'h
AMZER-VREMAÑ
Amzer-hiziv
AMZER-DA-ZONT
Dazond kent
Amzer-warc'hoazh
AORISTEK
Reizhiad rik
Reizhiad keñveriek

Hervez reolennoù yezhadur pep yezh e vez implijet amzerioù da verkañ ar prantad ma c'hoarvez un ober bennak.

Alies e vez merket an amzerioù-se e stummoù ar verboù. Kement-se a c'hoarvez e brezhoneg hag er yezhoù indezeuropek hag e meur a yezh all, hag abalamour da se e reer amzerioù-verb anezhe. A-wechoù avat e vez merket gant merkoù all distag diouzh ar verb, evel e sinaeg ha meur a yezh all komzet en Azia, pa dalvez an adverboù da verkañ an amzerioù yezhadurel hepmuiken
Setu amañ da skouer daou zoare da dreiñ ar bomm brezhonek « Mont a rin warc'hoazh » e saozneg :

  • Amzer merket gant ar verb : I will go tomorrow (En dazont kevrennek emañ ar verb to go, "mont").
  • Amzer nann-merket gant ar verb : I am going tomorrow (En amzer-vremañ e chom ar verb, an adverb tomorrow "warc'hoazh" a verk an dazont).

Yezhoù all evel ar rusianeg avat a ra kentoc'h gant arvezoù, pa c'hellont ober hep amzerioù nemet p'o devez ezhomm diouto pe pa vez ret dezho eztaoliñ.

Diaes e vez a-wechoù gouzout pet amzer yezhadurel a vez implijet gant ar yezh-mañ-'r-yezh, rak lod yezhoù a verk ivez en o verboù titouroù all hag a dennañ da wirionder ar frazennoù, h.a. Ne vez ket aezet atav ober an diforc'h ivez etre an amzerioù hag an arvezoù (Gw. pelloc'h).

E brezhoneg e vez graet an diforc'h etre stummoù arbennik ar verb bezañ/bout : ar boaz (vez), al lec'hiañ (emañ) hag ar stadoù all (zo/eo) ; ne c'heller ket displegañ pep unan eus ar stummoù-se e pep unan eus amzerioù ar verb avat. Hevelep stummoù arbennik n'eus ket anezho e verboù all ar yezh.

  • vez : pa c'hoarvez un dra alies pe a wech da wech, e.g. « Yen e vez an amzer er goañv ».
  • emañ : pa c'hoarvez un dra en ur prantad resis pe evit lec'hiañ un dra, e.g. « Emaoc'h o lenn ar pennad-mañ », « E Breizh emañ Naoned ».
  • zo/eo : implijoù all, e.g. « C'hwi zo o lenn ar pennad-mañ », « Yen eo an amzer hiziv ».

Ne glot ket dre ret an doare ma vez implijet an amzer-mañ-'n-amzer etre an eil yezh hag eben. Da skouer :

  • (br) Gwelet 'm boa anezhañ warlene (amzer peurdremenet)
  • [[fr}} Je l'ai vu l'année dernière (amzer dremenet strizh)
  • {en}} Did you ever go to Canada? (Stadoù-Unanet) / Have you ever been to Canada? (Breizh-Veur)

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne